Gégé La goutte, unan ag ar baotred lagout diwezhañ!
Gober lambig, setu un hengoun a ya àr goll. Chom a ra memestra un nebeut Paotred Lagout é vale get o mekanik dre ar maezoù. Gege La goutte, pe Gérard Le Bris ag e anv ofisiel, a zo unan anezhe.
Aodren Trehin he deus bet tro da gejañ geton e Gwidel, kostez an Oriant. Ur sapre den !
Daou den yaouank hag o doe gouiet dre ar gazetenn e oa Gege é tremen dre ar vro. Daet e oant neuze d’ober Lambig geton, edan daoulagad bammet an dud a dremene e-tal an hent
Mard oc’h dedennet da anav muioc’h anezhon ha soubañ barzh aergelc’h ur mintinvezh é ober lambig, e vo posubl selaou ur stumm hir ar reportaj a vo skignet a benn nebeut en abadenn Heklev an hañv.